Mont d’an endalc’had

Sancho Iañ León

Eus Wikipedia
Ur pennad Sancho Iañ zo ivez.
Poltred eus an XIXvet kantved.

Sancho Iañ León el Craso (935-966), a oa roue León etre 956 ha 958 hag etre 960 ha 966.

Mab e oa da Ramiro II León ha d'e eil pried, Urraca Sánchez, infantez Rouantelezh Navarra ; mab-bihan e oa d'ar roue Sancho Garcés Iañ ha Toda de Pamplona.

Goude Ramiro II, en 951, e renas e vab Ordoño III, met enebiñ a reas an infant Sancho evit kaout e lod eus an hêrezh. Skoazell a gavas digant e eontr García II Navarra, digant e vamm-gozh Toda Navarra, digant kont Kastilha, Ferdinand González.

Daoust da se e voe trec'h Ordoño IIIwar e enebourien dindan mogerioù kêr León, met Kalif Cordoba, Abd al-Rahman III, a oa niz ivez da Toda Navarra, a roas e vad eus ar brezel-se evit treuziñ an harzoù, en Galiza dreist-holl, eus 951 da 953, ma rankas Ordoño goulenn ar peoc'h e Cordoba en 955, ha plegañ da reiñ pe da zistrujañ darn eus e greñvlec'hioù tost d'an harzoù. Er memes koulz e ranke ar c'halif ober brezel d'ar Fatimided en Afrika.


Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas da Teresa Ansúrez‎ war-dro 960, merc'h d'ar c'hont Monzón Ansur Fernández. E vab Ramiro III León a renas war e lerc'h.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy