Mont d’an endalc’had

Namneted

Eus Wikipedia
Kartenn eus pobloù Arvorig a oa o vevañ e tachennad Breizh a-vremañ.
  • ██ Osismied
  • ██ Weneted
  • ██ Kuriosolited
  • ██ Riedoned
  • ██ Namneted
  • An Namneted a oa ur bobl c’halian eus Arvorig. Etre ar Gwilen hag aber al Liger e oant o vevañ. Roud eus o anv a gaver en hini Naoned. « Samnited a rae Strabon ha Ptolemeus eus an Namneted . »[1]. En-dro dezho e oa pobloù all : an Andecavi er reter, Pictones (pe Pictavi) er c’hreisteiz d’al Liger, ar Weneted er c’hornôg hag ar Guriosolited hag ar Redones (pe Riedones) en hanternoz.

    Gant ar Romaned e veze graet Condevicnum eus o c’hêr vrasañ, ur gêr a oa e kember al Liger hag an Erzh. En IIIe kantved e oa deuet da vezañ anvet Portus Namnetum, zo aet da Naoned goude ha da Nantes e galleg.

    1. Caesar, De Bello Gallico, II, c-8.


    pFad - Phonifier reborn

    Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

    Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


    Alternative Proxies:

    Alternative Proxy

    pFad Proxy

    pFad v3 Proxy

    pFad v4 Proxy