Mont d’an endalc’had

Morini

Eus Wikipedia
Pobloù Galia Belgica

Ar Morini, pe ar Vorined[1], a oa ur bobl a veve e hanternoz Galia, e korn-bro Bononia (Boulogne-sur-Mer hiziv). E Thérouanne edo o c'hêr-benn da vare an Impalaeriezh roman. Anv a voe graet anezho, asambles gant o amezeien, ar Menapii, e-barzh Commentarii de Bello Gallico, al levr brezel skrivet gant Julius Caesar[2].

Ne ouzer ket mat pe ur yezh keltiek pe ur yezh c'hermanek a veze komzet ganto. Lod eus o anvioù-lec'h a ziskouez bezañ keltiek : Bononia da skouer, hogen Bononia germanorum a rae an istorour Zosimus eus ar gêr-se. Er c'horn-bro ma oant o chom e veze komzet flandrezeg er Grennamzer, ha bev e oa chomet ar yezh-se e kornôg ar vro, en-dro da gêrioù Boulogne ha Calais, betek fin ar mare-se.

Deveret eo an anv Morini, war a seblant, eus ar ger keltiek mori "ar mor", gant al lostger -no- (a gaver en anvioù pobloù all evel Ruteni, Santones, Turines pe Tigurini). Talvezout a rafe Morini eta kement ha « tud ar mor »[3].

Taget e voe bro ar Morini gant Julius Caesar e-pad e vrezelioù e Galia. Peuraloubet e voe o douaroù gant an impalaer Augustus etre 33 ha 23 kent JK, ha dont a reas da vezañ ul lodenn eus ar pezh a anver Gallia Belgica. E-pad emsavadeg Verkingetoriks, e voe un armead a 5000 Morin o kemer perzh en emgann Alesia.

  1. Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 244
  2. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn 2.4
  3. Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance, p. 34
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy