Mont d’an endalc’had

Regensburg

Eus Wikipedia
Regensburg
Regensburg
Lec'hiadur
Lec'hiadur Regensburg en Alamagn
Ditouroù
Gorread 80,76  km²
Poblañs 151 838 (2005)
Stankted 1843 annezad/km²
Uhelder 326 m
Kod post 93001, 93059
Kod pellgomz 0941
Politikerezh
Bro Alamagn
Land Bavaria
Karterioù (Ortsteile) 18
Bürgermeister (Maer) Hans Schaindinger, CDU

Internet www.regensburg.de

Regensburg a zo ur gêr eus Alamagn, e Land Bavaria. Kêrbenn distrig Pfalz-Uhel ha hini Landkreis Regensburg eo. Dre Regensburg e tremen ar stêr Danav. A-fet ment ez eo pevare kêr Bavaria, goude München, Nürnberg hag Augsburg. D'an 13 a viz Gouere 2006 o bet lakaet kêr gozh Regensburg war listenn glad ar bed UNESCO.

E hanternoz ar stêr Danav emañ Regensburg, er genoù ma kej div adstêr dezhi, ar stêr Regen hag ar stêr Naab. Div enezenn war ar stêr Danav a zo e tiriad Regensburg : enezenn Untere Wöhrd hag enezenn Obere Wöhrd. Karter Stadtamhof a oa e penn-kentañ war ribl norzh ar stêr Danav, ha dont a reas da vezañ un enezenn pa voe savet Kanol Europa[1].

Kumunioù tost

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hêrioù hag ar c'humunioù da-heul a zo tost ouzh Regensburg, hag e-barzh Landkreis Regensburg[2]: Lappersdorf, Zeitlarn, Wenzenbach, Tegernheim, Barbing, Neutraubling, Obertraubling, Pentling, Sinzing ha Pettendorf.

Ar porzh e 1924

Ar Romaned a savas Castra Regina e 179, en ul lec'h ma oa Kelted, ha ma kej ar stêr Regen ouzh ar stêr Danav. E-pad ar prantad merovingian e oa Regensburg kêrbenn ar vBavarii hag annez an Agilolfing, hag int duged kentañ Bavaria. E 739 e voe krouet an eskopti gant sant Bonifas. E bar he brud e voe Regensburg en XIIvet/XIIIvet kantved, peogwir e oa e-kreiz meur a hent kenwerzh a-bouez. D'ar mare-se e voe savet savadurioù bras Regensburg : ar Steinerne Brücke (pont mein 310 metrad hirder dezhañ, bet savet a-us ar stêr Danav etre 1135 ha 1146), an iliz-veur c'hotek (kensakret e 1276), an Altes Rathaus (ti-kêr kozh) ha tourioù ar vrientinien.

E 1245 e voe lakaet Regensburg da gêr dieub an impalaeriezh ("Freie Reichsstadt") gant an impalaer Friedrich II, neuze e vo damemren Regensburg a-fet politikerezh. E-pad ar c'hantvedoù da-heul e voe bodet parlamant ("Reichstag") an impalaeriezh meur a wech e Regensburg. E-pad Reichstag 1542 e klaskas an dud kavout un emglev etre ar gatoliked hag izili an Disivoud, met ne zeujont ket a-benn. Lennegourien evel Philipp Melanchthon pe Bucer a gemeras perzh er vodadeg-se. E 1663 e voe lakaet Regensburg da sez peurbad ar parlamant ("Immerwährender Reichstag"). E Regensburg e voe divodet an Impalaeriezh ("Reichsdeputationshauptschluss") diwar urzh Napoleon e 1803. E 1810 e voe staget Regensburg ouzh rouantelezh Bavaria, hag a oa bet krouet gant Napoleon.

An iliz-veur

E-pad ar Brezel bed kentañ e voe aozet kamp prizonidi brasañ Bavaria e Regensburg. Ne voe ket kalz a zistruj e Regensburg e-pad an Eil Brezel-Bed, peogwir ne oa ket diorrenet ar greanterezh. Goude ar brezel ez eo embregerezhioù sevel kirri (BMW, Continental) hag elektronek (Siemens, AEG, Toshiba), hag a voe diazezet e Regensburg, ar pezh a roas nerzh en-dro d'ar rannvro a-bezh a-fet armerzh. Skol-veur Regensburg a vo krouet e 1967, hag ez eus ouzhpenn 20 000 studier enni en deiz a hiziv.

An iliz-veur c'hotek

Eskopti Regensburg a voe savet e 739 gant ar pab Bonifas, ha meur a gouent a voe savet er bloavezhioù da-heul. Ul lodenn eus proviñs-iliz Mainz e oa eskopti Regensburg er penn-kentañ, goude-se evoe ul lodenn eus arc'heskopti Salzburg. E penn-kentañ an XIIIvet kantved e voe bodet holl Schottenklöster Alamagn en ur vreuriezh, en he fenn abad manati skosat Regensburg. Darrempredoù stank o doe gant tud Cashel en Iwerzhon. E 1528 e voe degemeret an Disivoud e Regensburg. Met bez e oa bepred eus sez an eskopti ha meur a gouent ivez, setu ma chomas bras plas ar gatoliked e kêr, betek dont da vezañ ar relijion bouezusañ goude ma vije bet degemeret divroidi.

Ti-kêr Regensburg

War-raok ez eas diorren armerzh Regensburg e 1967 pa voe savet ar skol-veur hag ar skol-uhel evit an arbennigourien. E miz Even 2006 e oa 6.2% an dregantad a dud dilabour e Regensburg, da lavaret eo dindan keidenn Bavaria.

An niver a dud o labourat e Regensburg e 2005, hag an tachennoù-labour :

  • servijoù : 32 844 den
  • greanterezh treuzfeurmiñ : 30 387 den
  • kenwerzh : 11 365 den
  • melestradur ar strollegezhioù lec'h : 6 147 den
  • media ha transportoù : 4 607 den
  • kred hag asurañs : 3 220 den
  • sevel tiez : 2 458 den
  • labour-douar ha labour ar c'hoad : 75 den
  • traoù all : 1 192 den

Hentoù-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre Regensburg e tremen un tren Eurocity bep div eurvezh. Un tren perc'hennet gant Deutsche Bahn eo, al ilenn o vezañ Nürnberg - Regensburg - Passau - Vienna. Betek ma vefe savet ha digoret ar ganol Roen-Main-Danav e 1992 e oa dre al linenn-se ma teue ar muiañ a vadoù da Alamagn. Abaoe m'eo bet lemet an trenioù Interzone ha lakaet ar re Interregio en o flas n'eus ket kement-se a drenioù a dremen dre Regensburg. Trenioù-rannvro a dremen drezi : Regensburg - Landshut - München, Regensburg - Weiden - Hof ha Regensburg - Ingolstadt - Ulm. Al linennoù tren da Alling ha da Falkenstein a oa bet lemet nebeud amzer goude an Eil Brezel-Bed.

Transportoù-kêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Regensburger Verkehrsverbund, RVV eo anv ar rouedad transportoù-kêr. 73 linenn bus a zo, ha 300 bus en holl[3]. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e voe raktreset toullañ un hent-riboul, met dilezet e voe. Un tramway a voe e Regensburg etre 1903 ha 1964. A-raok an Eil Brezel-Bed e oa peder linenn ha 12,3 km hentoù tramway. Diskaret e voe tamm-ha-tamm etre 1955 ha 1964.

Gourhentoù a dremen dre Regensburg :

Hentoù broadel :

Tri hent touristelezh a dremen dre Regensburg : hini al Limes, hini impalaerien Alamagn ha rouaned Bavaria, hag ivez hent european Goethe.

Kanol european Roen-Main-Danav

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porzh brasañ Bavaria eo hini Regensburg. Ur porzh stêrioù eo, lec'hiet war ar ganol european Roen-Main-Danav. E 2003 e voe treuzksavet 6 681 000 tonenn drezañ. Ur porzh implijet da dreuzkas madoù etre Mor an Hanternoz ha reter Europa eo.

Hentoù evit ar marc'hoù-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kreiz meur a hent evit ar marc'hoù-houarn emañ Regensburg : hini an Danav, hini Waldnaabtal/Naabtal (a gas eus Bärnau da Regensburg) hini ar Regental (eus Regensburg da Eisenstein), hent al Limes (eus Bad Hönningen da Regensburg) ha hini Falkenstein-Festpiel-Chambtal (eus Regensburg da Furth im Wald).

Regensburg
Regensburg
  1. A-drugarez d'ar ganol-se e c'hall ar bagoù tremen e-biou da gêr gozh Regensburg.
  2. Gwelout kartenn lec'hienn ofisiel al Landkreis
  3. (de) Regensburger Verkehrsbund
  4. (en) Who is Aberdeen twinned with?

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy