Mont d’an endalc’had

Oued

Eus Wikipedia

Oued a dalvez « stêr » en arabeg (وادي distaget wādī en arabeg lennegel). An oued a zo ur red-dour hag a gaver en Norzhafrika hag e-barzh ar rannvroioù dezerzhel. Ur red-dour direizh eo.

Kavet e vez dreist-holl er ranndirioù endoreizm[1] An oued a gemer e vammenn-dour a-drugarez d'ar glaveier kreñv, met ral en Afrika. An ouedoù a vez alies a-sec'h met gallout a reont ivez bezañ leun a dour betek dic'hlanniñ diouzh an naoz. Ar Medjerda eo oued brasañ Afrika an Norzh.

Oued en Aljeria. E-kreiz ar skeudenn, al lodenn louet sklaer eo naoz an oued. Kreskiñ a ra ar glazur war ar ribloù hag ivez e-kreiz an naoz.


Stêranvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un toullad stêrioù en Andalouzia zo anvet diwar ar ger oued : Guadalquivir, ...

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Endoreizm: An endoreizm a zo un termen hidrologiezh hag a arouez ar rannvroioù gant redoù-dour n'eont ket betek ar mor, abalamour d'an douar plat-tre. Kement takenn a deu eus ar glaveier hag a erru e-barzh ar redoù-dour-se ned a kuit nemet dre aezhenniñ.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy