Mont d’an endalc’had

Lucius I

Eus Wikipedia


Lucius I
Pab an Iliz katolik roman

Ganedigezh Roma, Impalaeriezh roman
Dilennet da bab 25 a viz Even 253
Dibenn e baboni 5 a viz Meurzh 254
En e raok Korneli
War e lerc'h Stefan I
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Lucius I a oa an eil warn-ugent eus pibien an Iliz katolik roman e Roma, eus 253 da 254, ha lakaet eo bet da sant. Dilennet e oa bet war-lerc'h marv Cornelius, met harzet e voe tost kenkent war urzh an impalaer Trebonianus Gallus ha kaset d'an harlu. Koulskoude, pa voe muntret an impalaer e tistroas da Roma abalamour ma ne oa ket brudet an impalaer nevez Valerianus da vezañ ken enebet ouzh ar gristenien.

Ne oa ket savet enep distro ar reneaded o devoa gouzañvet heskinerezh an impalaer roman Decius d'an Iliz. Kement-se a voe tamallet outañ gant an novatiens, ma rankas Cyprianus Kartada sevel e vouezh d'e zifenn.

Lucius a varvas en 254. Beziet eo e kev ar bibien e kev-beziañ Sant-Kalist.

D'ar 4 a viz Meurzh eo e vez goueliet.


En e raok
Cornelius

Lucius I
Pab

War e lerc'h
Stefan Iañ
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy