Kellig
Ar gellig (e latin cellula, a dalv kement ha kambrig ) eo an unvezenn framm, mont-en-dro ha gouennañ hag a ya d'ober an hollad, pe ul lodenn, eus pep tra vev, pep bevegan. Pep kellig zo ur beveganig, ha pa vez en un organeg lieskelligek ez a en-dro en un doare emren, nemet e kenaoz gant ar re all. Bodet eo ar c'helligoù heñveldoare er gwiadoù, hag ar gwiadoù bodet a ya d'ober organoù.
Dont a ra an anv eus he neuz, hañval a-hervez ouzh kellig ur manac'h : Pa vez sellet ouzh gwiadoù boudoù-bev gant ur mikroskop e teu anat e vezont brikennoù ar vuhez (o framm).
Unvaniezh ar boudoù-bev a denn he arguzenn gentañ eus bezañs ar c'helligoù o sevel pep bevegan : Pep kellig a zo savet diwar ur framm hag ur metou diabarzh boutin ; kempouezet a vez dibaouez hemañ (homeostasiezh ar metou diabarzh) evit ma vefe spletus evit buhez, mont-en-dro ha gouennadur ar gellig.
Istorig ar mennozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1665 : Evezhiañ a ra Robert Hooke kelligoù marv Lej, tennañ a ra o neuz eus kelligoù ur ruskenn gwennan. Sellet a ra da c'houde kelligoù plantennoù bev zo a-drugarez d'ar c'hentañ mikroskopoù.
- 1839 : Dizoloiñ ar a Theodor Schwann emañ an holl blantoù ha loened graet diwar kelligoù. Seveniñ a ra neuze ar mennozh emañ ar gellig unvezenn framm ha diorroadur ar vuhez, genel a ra diwar-se teorienn ar gellig diazez ar vuhez. E anv a roas da kelligoù Schwann.
- Nac'het a vez ar ganedigezh diwar netra gant Louis Pasteur (1822-1895).
- 1858 : Rudolf Virchow a embann e teu pep kellig deus rannadur kelligoù all (« omnis cellula ex cellula »), ar pezh a zo un doare all da venegiñ kudennadur ar vi hag ar yar.
Framm ar c'helligoù (korfadurezh)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou seurt a gelligoù a vez termenet diouzh ma vez pe get un nukleus enno :
- Ar prokarioted n'o deus ket a nukleus gwirion ha dieub er sitoplasm eo o Z/TDN (ar bakteriennoù da, skouer). Enno ez eus an Eubakteriennoù hag an Arkaebakteriennoù;
- An eukarioted a zo gant un nukleus gwirion bevennet gant ur c'holoenn ; meur a organit a vez gwelet enno ivez.
diforc'hioù pennañ etre kelligoù prokariotek hag eukariotek | ||
---|---|---|
Prokarioted | Eukarioted | |
rummadoù skouer | bakteri, arkeobakteri | protist, fungus, plant, loened |
ment | ~ 1-10 µm | ~ 10-100 µm |
doare nukleus | nukleoïd | Nukleus gwirion bevennet gant ur c'holoenn |
TDN | e kelc'h (kromozom) | molekulennoù eeun (kromozom) dalc'het gant proteinoù histon |
TRN/sintezenn ar proteinoù | er sitoplasm | Sintezenn TRN en nukleus sintezenn proteinoù er sitoplasm |
Ribosom | 23S + 16S + 5S | 28S + 18S + 5, 8S + 5S |
sitoplasm | nebeud a struktur ennañ | Frammet-tre, organitennoù ennañ ha dalc'het gant ur sitokorf-eskern |
Fiñvoù | skourjezig savet diwar flagelin | Skourjezig ha blevennigoù savet diwar tubulin |
Metabolegezh | anaerobiezh pe aerobiezh | Peurvuiañ aerobiezh |
Mitokondri | hini ebet | etre unan ha kalz anezho |
Kloroplast | hini ebet | er bezhin hag er plant |
Evezhiet | o-unan pe e trevadennoù | o-unan, trevadennoù, organegi savet diwar kelligoù arbenniget |
Rannadur | eeun | Mitoz (liesadur kevatal) Meioz (Produadur) gametoù |
Korfadurezh ur gellig loenel eukariot | |
---|---|
- Sitoplasm an eukarioted n'eo ket ken greunek hag hini ar prokarioted rak lod vrasañ o ribozomoù a zo stag ouzh ar retikulom endoplasmek.
- Tennañ a ra ar goc'henn blasmek deus hini ar prokarioted war-bouez nebeut.
- Pare selulozek ar plant a vez savet diwar polisakarid, seluloz dreist-holl.
- Molekulennoù eeun an TDN a vez bodet tro-dro an histon pa dosta mare ar rannadur. Holl g/kromozomoù savet diwar-se a chom en nukleus, dispartiet eus ar sitoplasm gant ur c'holoenn. Un nebeud a organitoù (mitokondri ha kloroplast) a vez TDN enno.