Mont d’an endalc’had

Gran Torino

Eus Wikipedia
Gran Torino

logo orin ar film
Filmdata
Titl orin Gran Torino
Bro produiñ Stadoù-Unanet
Deuet er-maez 17 aviz Kerzu 2008 ; 9 a viz Genver 2009 ; 25 a viz Gwengolo 2009
Yezh orin saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 110 munutenn
Pare
Filmaozer Clint Eastwood
Produer Clint Eastwood, Bill Gerber, Robert Lorenz
Skrivagner Nick Schenk
Rener al luc'hskeudenniñ Tom Stern
Aktourien

Clint Eastwood, Bee Vang

Gran Torino a zo ur film stadunanat deuet er-maez e 2008, ha sevenet gant Clint Eastwood, hag a c’hoari ivez tudenn bennañ ar film. Distro Clint Eastwood war ar skramm eo abaoe Million Dollar Baby. Er film ez eus dreist-holl aktourien a orin Hmong. Gellet a reer gwelet ivez mab Clint Eastwood, Scott Eastwood e anv, o c’hoari an dudenn anvet “Trey “. Sonerezh ar film a zo bet krouet gant mab henañ Clint Eastwood. Skignet eo bet evit ar wech kentañ ar film e Norzh Amerika d’an 12 a viz Kerzu 2008, hag e Bro-C'hall d’an 9 a viz Genver 2009.

Tudennoù an istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Clint Eastwood : Walt Kowalski
    Clint Eastwood e Festival Cannes e 2008.
  • Bee Vang : Thao, ar grenard Hmong, amezeg Walt
  • Ahney Her : Sue, c’hoar Thao
  • Doua moua : Fong pe Spider, kenderv Thao ha Sue
  • Brian Haley : Mitch Kowalski, mab Walt
  • Choua Kue : Amourous eus ar grennard yaouan Thao
  • Chee Thao : Mamm Gozh Thao ha Sue

Diverradenn ar film

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Ford Gran Torino evel hini Walt Kowalski.

Kontet e vez er film Gran Torino, istor un den kozh anvet Walt Kowalski, ur soudard kozh eus brezel Korea. War e leve emañ, labourat a rae evit un embregerezh Ford gwechall gozh. O vevañ en ur banlev e Highland Parck emañ. O paouez mervel emañ e wreg, bevañ a ra neuze e unan penn gant e giez anvet Daizy. Abaoe un nebeud mizioù eo kroget Sinaiz eus ar meuriad Hmong d’em em staliañ en e garter, ar pezh a zisplij kalz dezhañ. Rankout a ra Walt (unan eus ar re nemetañ a orin amerikan), derc’hel penn ouzh feulster ar gang a zo kroget d’ober reuz er c’harter.

Amezeien nevez an den a zo ur familh Hmong, anvet eo ar familh-se ar re Vang Lord. Sue ha Thao a zo daou grennard ar familh. Un deiz e teu kenderv Thao, Fong da gerc’hat anezhañ Thao evit klas kendrec’hiñ ar paotr da zont gantañ en e gang. Nac’hañ a ra Thao er penn kentañ, met nebeut amzer war-lerc’h ez eo rediet da blegañ dirak e genderv. Evit gellet mont er gang eo ret da dThao prouiñ en deus ar gwir da vont er gang. Goulennet eo digantañ mont e ti e amezeg, Walt, da laerañ e Ford Grand Torino eus ar bloavezhioù 1972. Mont a ra neuze Thao e unan da glask laerañ an oto. Met an den kozh a glev trouz hag e za diouzhtu da welet petra a c’hoarvez. Dont a ra maez gant e fuzuilh M1 Garand, ha difenn a ra de d/Thao laerañ an oto. Ober a ra biz dezhañ gant e arm. Terc’hañ a ra kuit ar paotr yaouank spontet mik gant an den. An devezh war lec’h e teu mamm Thao da welet an aotroù, evit en em zigareziñ eus emzalc’h mezhus ar bugel. Aspediñ a ra an itron da Walt, lakaat Thao da labourat evitañ digoust ‘pad miz a-benn digoll an aotroù. A hed an istor e vez krouet ur vignoniezh kreñv etre Walt hag ar familh Hmong. Un devezh eo taget ar grennardez Sue, c’hoar Thao, gant tud eus gang ar c’harter (gant e genderv e-barzh ). Distreiñ a ra d’ar gêr gant an dremm leun a wad. Dont a ra Kowalski e fulor bras, prientiñ a ra d’ar gang ur souezhadenn ha ne vint ket gouest da zisoñjal.

Clint Eastwood

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Clint Eastwood anvet « Clint » a zo ganet d’an 13 a viz mae 1930 e San Francisco. Un aktour hag ur c’hrouer filmoù stadunanat eo eñ. Kroget en deus da c’hoari e-barzh rummadoù filmouigoù, met a benn ar fin en deus kroget da c’hoari e roll a–bouez kentañ er film anvet Rawhide. Sachet eo evez ar produour anvet Sergio Leone hag a ro dezhañ e rol kentañ a-bouez. C’hoari a ra ar roll pennañ er film anvet “An Den dianv”. Lañset eo neuze e reviñ evel c’hoarier brudet. C’hoari a ra da gentañ evit ar c'hrouer filmoù Universal ha nebeut amzer war lerc’h evit Warner Bross. C’hoari a ra e barzh Dirty Harry, Unforgiven pe c’hoazh The Bridges of Madison County ha “Gran Torino”, e lec’h ma z’eo eñ e unan an oberour. Ar film kentañ oberet gantañ a zo « Play Misty for Me » e 1971. Graet en deus hiziv an deizh muioc’h ‘vit 80 film. Unan deus ar sinematourien vrudetañ er bed eo eñ.

Istor ar bobl Hmong

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bobl Hmong a zo ur bobl eus Azia, a orin eus menezioù Su Sina. E norzh Bro Viêt Nam ha Laos dreist holl e vezont staliet. Anvet int ivez Miao “Riz kriz” ar pezh a dalvezh ez int tud nomaded ha ne n’em kendeuzont ket mat er gevredigezh. Ar Hmong o unan en em lavaront menezourien. An dra nemeti a zo sur war ar bobl-se ez int chomet gant etniennoù Miao all, poulloù ar ster Huang He e oant araok ma errufe ar bobl Han war o zachennoù. Hervez ar pezh skrivet ‘barzh o levrioù sakr. Er penn kentañ e veve ar bobl Hmong e kreiz bro Sina, met ar bobl Miao a zo bet tamm ha tamm kaset kuit gant ar bobl enebour Han, e su ar vro peogwir ne c'houzañvent ket ar bobl Han ar bobl Hmong. Padal e vevent asambles abaoe miliadoù a vloavezioù. War-lerc’h bezañ trec’het meur a wech eo bet dizrannet ar bobl e pep lec’h barzh bro Sina dreist-holl er Su ha e-barzh ar menezioù. Kavet e oa ar bobl-se dreist-holl e Yunnan, er Guizhou hag er Guangxi. War menezioù al Laos an hini eo e krogas ar bobl Miao da gutuilhiañ roz-moc'h ha da broduiñ opiom. Da gentañ e oa gwerzhet an danvezioù–se da vro Sina, met war lerc’h eo kroget d’ober kenwerzh gant bro-C’hall. An Hmong a zo animegourien : krediñ a reont resevout teir ene d’ar ganedigezh. An hini gentañ a chomo war lerc’h ar marv, an eil a yelo e rouantelezh an eñv, an trede a vezo savet a varv da vev .

P’en deus c’hoant ur paotr Hmong dimeziñ, choaz a ra ar wreg hag a blij dezhañ, ma fell hi dimeziñ pe get. Un nozvezh ez aio eñ gant sikour e familh da skrapañ ar vaouez ha kas a raio anezhi en e di. An devezh war-lerc’h e teuio kerent ar plac’h da welet ar mab evit tabutal eus ar priz ma vo gwerzhet ar plac’h. Paeet e vez gant alkool pe gant riz, moc’h ... E ti an Hmong ez eus tu dimeziñ adalek 13 pe 14 bloaz. Ne zalc’hont ket e kont an diforc’h etre an oadoù. Bez e c’hell un den 30 bloaz dimeziñ gant ur plac’h oadet a 13 bloaz da skouer. Ma z’eo pinvidik an den e c’helle dimeziñ gant meur a blac’hed, padal ma z’eo paour un den e vo diaesoc’h dezhañ dimeziñ. Pa z’eo dimezet ar plac’h yaouank e rank hi mont da vevañ e ti kerent ar paotr hag ober war o zro betek ma varfent, setu perak, n’eo ket ral e tibabfe ar gerent gwreg o mab. 18 anv familh disheñvel a zo gant pep Hmong. Ar paotr hag ar plac’h a fell dezho dimeziñ a rank kaout un anv familh disheñvel. Pa zimez ar plac’h yaouank e rank kemer anv he gwaz. Bez e c’hell neuze kindirvi dimeziñ asambles ma ne zougont ket ar memes anv familh.

Ar bobl Hmong er Stadoù-Unanet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E lec’h ma vez kavet ar muiañ a dud a orin Hmong er Stadoù-Unanet a zo e barzh stad Minnesota, e-barzh parez « gevel » Sant Paul ha Minneapolis. An niver a Hmong er Stadoù-Unanet a zo war dro 60 000 den. Kroget eo da zont ar bobl-se tro ar bloavezhioù 1970 – 1980, war lerc’h brezel Viêt Nam. War lerc’h bezañ bet e Kalifornia, er Fresno, cheñchet o deus lec’h evit mont kentoc’h betek Minnesota ha kêriadennoù all ar Middle-West, dreist-holl evit an ekonomiezh. Evel kalz a dud eus ar Reter Tre ez int barrek kenañ war an ekonomiezh ha war ar studioù gant ur feur izel e keñver c’hwitañ ar studioù.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy