Mont d’an endalc’had

Forn

Eus Wikipedia

Ur forn, en un daolenn gant Jean-François Millet

Ur forn zo ur c’hombod, gant un nor vihan outañ, ma lakaer meuzioù da boazhañ (bara, kig ha kement zo). Implijet e vez fornioù ivez evit poazhañ pe sec’hiñ traezoù poderezh.

Ur forn vara giz gwechall, war ar maez en Okitania.

Ar fornioù koshañ zo bet kavet war an Douar zo e traoñienn an Indus, en Azia. Eno e veze ur forn, graet gant pri, da boazhañ boued e pep ti war-dro ar bloavezh 3200 kent J.K[1],[2].

Anv zo er skridoù gregach eus ar fornioù ma veze poazhet bara gant ar C’hresianed en Henamzer. Graet e vezent gant pri ivez. Ganto e veze graet bara gant ur bern stummoù disheñvel : torzhioù, mouchennoù, choanennoù, baraennoù. Dont a reas ar poazhañ bara da vezañ ur gwir vicher, dre ma veze graet muioc’h-mui gant labourerien arbennikaet a werzhe o bara d’an dud dre vras. Moarvat ez eo micher ar baraer (pe ar « pober ») unan eus ar micherioù koshañ zo en-dro d’ar boued.

Ouzhpenn bara e veze graet pastez ha gwastilli gant ar C’hresianed kozh ivez. Debret e veze ar meuzioù-se alies da-geñver lidoù ispisial pe devezhioù gouel. War-dro ar bloavezh 300 e oa un 70 seurt bara disheñvel e Gres.

Ur forn vodern

Hiziv an deiz e kaver fornioù e pep kegin, graet e metal peurvuiañ, hag implijet e vezont da boazhañ hor meuzioù : kig, legumaj, tourtennoù a bep seurt, gwastilli, ha bara ivez a-wechoù.

Gwechall e veze goret ar fornioù gant keuneud pe glaou. Bremañ e vez graet peurliesañ gant gaz pe tredan. Alies ez eo ar forn ul lodenn eus un dra vrasoc’h, un ardivink-ti a reer fornigell anezhañ.

Ur forn graet gant pri, e Maroko.

Er fornioù modern e c’haller reoliañ an tommder, war-bouez ur gwrezreoler. Gallout a reer ivez reoliañ ar pad a-wechoù, da c’houzout pegeit amzer e chom ar boued er forn : evel-se e c’hell ar poazhañ chom a-sav e-unan. Un doare fornioù modern bihan, ar skinfornioù, a vez tommet pe poazhet buan ar boued enno dre berzh gwagennoù tredan-warellek berr.

Implijoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget evit poazhañ boued e vez implijet fornioù : brikennoù, teol pe priajoù a vez poazhet ha sec’het e fornioù tomm-gor.

  1. History of THE INDUS CIVILIZATION
  2. Dales, George, Excavations at Balakot, Pakistan, 1973, Journal of Field Archaeology, vol. 1, 1-2, 1974, pp. 3–22 [1]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger forn er
wikeriadur, ar geriadur frank.
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy