Mont d’an endalc’had

Edern (sant)

Eus Wikipedia

Edern a oa ur manac'h a veve e Breizh e dibenn an IXvet kantved. Hervez lod e oa genidik eus Iwerzhon, ha hervez tud all e oa eus Kembre. N’eo ket gwall anavezet e vuhez eta, ha ne reer ket anv anezhañ el levrioù boas diwar-benn Buhez ar Sent (Albert Le Grand, Dom Lobineau, Yann-Vari Perrot...).

Kement a ouzomp diwar-benn sant Edern a zeu eus ur pennad embannet e dibenn an XIXvet kantved gant ur beleg, an aotrou François Plaine. Diazezet e oa ar pennad-se war ur werz eus Bro-Leon en enor da sant Edern ha war un eilskrid diwar un dornskrid a oa bet kavet e presbital Plouedern e dibenn an XVIIIvet kantved.

Goude bezañ bevet en tu all d’ar mor e teuas Edern da Vreizh, en amzer Alan Veur. Douarañ a reas war-dro 894 e goueled bae Douarnenez. Mont a reas en douaroù ha sevel ur peniti er c’hoadoù, el lec’h m’emañ kumun Edern bremañ. Diskouez a reer alies sant Edern war ur c’harv, a oa bet doñvaet gantañ hervez ar richenn. Ren a reas Edern ur vuhez manac’h reder-bro ha mervel a reas e Lannedern : eno emañ e vez hag e relegoù. E Plouedern, a lavarer, e voe lakaet sevel un iliz gant dug Breizh pa adkavas ar gweled eno, pareet gant ar manac’h, war-lerc’h bezañ kastizet gant Doue.

Pedet e veze sant Edern evit pareañ kleñvedoù an daoulagad dreist-holl. Enoret e vez en ilizoù Edern, Lannedern, ha Plouedern, ha gwechall ivez en iliz Tremaouezan. D’ar 26 a viz Eost e vez goueliet.

Kavout a reer roud eus an anv Edern en istor Kembre : Cunedda, roue Gwynedd, a oa mab da Edern, ha tad d’un Edern all ivez, saver rouantelezh Edeyrnion. Marteze e teue an anv kembraek Edern eus al latin eternus, « padus, hirbad ».

An anvioù evel Keredern, Mezedern, a gaver alies el lec’hanvadurezh vrezhonek, eo arabat klask enno ur roud eus sant Edern. Lec’hioù annezet gant tud anvet Edern e oant kentoc’h.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dom Plaine, Notice sur la vie et le culte de saint Edern, Bulletin de la Société Archéologique du Finistère, XIX, 1892

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy