Mont d’an endalc’had

Danichmended

Eus Wikipedia
Tiriad an Danichmended e 1097

An Danichmended (Danişmendliler e turkeg) a oa un dierniezh turk a renas war ur beylik e biz Anatolia etre 1071 ha 1178.

Krouidigezh ar beylik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezer an dierniezh, Danişmend Ahmet Gazi, a oa komandant dindan urzh ar sultan seldjouk Alp Arslan hag a c'hounezas brud vat e-kerzh emgann Malazgirt (pe Manzikert) e 1071.

E 1080 e kemeras Sivas digant ar Vizantiniz. Diwar an trec'h-se e c'hellas diazezañ e c'halloud war an trowardroioù ha stagañ Amasya, Tokat, Niksar, Kayseri, Zamantı, Develi ha Çorum ouzh e veylik.

E 1100 e voe lakaet ar seziz war Malatya gant an Danichmended ha skrapet ganto Bohemond Taranto, diazezer priñselezh Antioka. Un daspren 260.000 dinar a voe roet dezho evit dieubidigezh Bohemond hag a voe laosket da vont e 1103.

Lazhet e voe Danişmend Gazi e Maraş e 1104. E vab, Melik Gazi (pe Gümüştekin Gazi), a renas war e lerc'h.

Goude marv Melik Gazi e 1134 e renas e vab, Melik Mehmet, betek 1146. Hemañ a astennas ar beylik betek Finike. War e lerc'h e voe roet ar galloud d'e vab henañ, Zünnun, ar pezh na voe ket anavezet gant breur Melik Mehmet, Nizameddin Yağıbasan. Rannet e voe ar beylik neuze : Zünnun a'n em stalias e Kayseri ha Yağıbasan e Malatya. D'ar mare-se e trenkas ar soubenn etre an Danichmended hag ar Seldjouked.

Yağıbasan a varvas e 1164. E 1175 e voe staget tiriad an Danichmended ouzh e zomani gant ar sultan Kılıç Arslan II. E-pad un nebeud bloavezhioù e treuzvevas c'hoazh ur skourr Danichmend e Malatya met staget e voent da vat ouzh douaroù ar Seldjouked e 1178.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy