Mont d’an endalc’had

Brezel an Eil Kenunaniezh

Eus Wikipedia

 

Brezel an Eil Kenunaniezh (1798–1802) a voe an eil brezel a enep Frañs dispac'hel gant peurvuiañ an unpenniezhioù europat, renet gant Breizh-veur, Aostria ha Rusia, o kendeuziñ an impalaeriezh Ottoman, Rouantelezh Portugal, Rouantelezh Naples ha rouantelezhioù german liesseurt, daoust ma ne voe ket Prusia er genunaniezh tra ma oa harpet Frañs gant Spagn.

Ho pal a oa paouez astenn ar republik gall hag adstaliañ an unpenniezh e Frañs. Gant Feur-emglev Lunéville e 1801 e voe miret an holl vroioù aloubet gant ar Frañs, mui an Tuskania, hag e voe lezet dezhi Veneto hag an Dalmatia. Breizh-veur ha Frañs o deus siniet feur-emglev Amiens e Meurzh 1802 hag a zegasas ar peoc'h e-pad 14 miz. E viz Mae 1803 e oa Breizh-veur ha Frañs o vrezeliñ adarre hag e 1805 e voe savet an Trede Kenunaniezh da c'hourfenn ar brezel gant Frañs.

D'an 20 a viz Ebrel 1792 e voe diskleriet ar brezel etre ar c'hallaoued hag an Aostrianiz. Er Brezel ar c'hentañ Kenunaniezh (1792–97), Frañs a stourm gant ar braz eus e amezeien, ha gant Breizh-veur, Portugal hag an Impalaeriezh otoman. Daoust oa gouniet an trec'h gant ar genunaniezh, er fin e oant argaset tra ma oa kemeret meur a diriad gant ar c'hallaoued hag o deus staliet republikoù c'hoar war an takadoù aloubet. Brezeliadennoù italiat e-kerzh an dispac'h gall, renet gant Napoleon Bonaparte e norzh italia a argasas an nerzhioù aostriat hag e echuas gant feur-emglev Leoben (18 Ebrel 1797) hag ar Feur-emglev Campo Formio (Here 1797). tra ma chomas Breizh-veur e-unan, mod-se e voe gourfennet ar genunaniezh.

E 1802, Breizh-veur ha Frañs o deus sinet ar feur-emglev Amiens, hag a echua ar brezel. Neuze e kroga ar prantad peoc'h hirañ eus mare 1792-1815. Ar feur-emglev a vez gwelet evel an darvoud a lakaas a gemm etre brezelioù an dispac'h gall, hag ar Brezelioù Napoleon, daoust ma ne oa ket kurunennet Napoleon a-raok 1804.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy