Mont d’an endalc’had

Bissau

Eus Wikipedia
Kreiz-kêr Bissau

Kêr-benn Ginea-Bissau eo Bissau, ur gêr poblet gant 407  424 a dud (e 2007). Kêr vrasañ ar vro eo ivez hag ur porzh-mor lec’hiet en aber ar stêr Geba. Bevañ a ra diwar ezporzhiañ traoù gounezet er vro : kakaouetez, prenn, eoul palmez ha kaoutchoug.

Diazezet e oa bet Bissau e 1687 gant Portugaliz, da dalvezout dezho da borzh ha da greizenn genwerzh. E 1942 e teuas da vezañ kêr-benn Ginea bortugalat ; koll a reas ar statud-se e-pad ar bloavezhioù 1973-1974 pa oa Madina do Boé kêr-benn ar vro nevez-dieubet. Abaoe eo deuet da vezañ kêr-benn en-dro.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy