Mont d’an endalc’had

Benjamin Biolay

Eus Wikipedia

Benjamin Biolay, bet ganet d'an 20 a viz Genver 1973 e Villefranche-sur-Saône (Bro-C'hall, departamant Rhône) a zo ur c'haner, ur soner, ur sonaozer hag un aktour gall.

Savet en deus Benjamin Biolay kanaouennoù evit un toullad kanerien : Henri Salvador, Juliette Gréco, Françoise Hardy, Isabelle Boulay, ha kenlabouret en deus gant Jeanne Cherhal, Keren Ann, Carla Bruni, Elodie Frégé, Vanessa Paradis, h.a. Graet en deus war-dro pladenn e c'hoar Coralie Clément. Savet en doa ivez ur strollad anvet Home, gant e wreg, an aktourez Chiara Mastroianni.

E 2010 eo bet loreet Benjamin Biolay gant ar Victoires de la Musique (albom La Superbe, daou bladenn ennan). La Superbe a oa anvet pladenn platinium, ma oa bet gwerzhet 100.000 skouerenn anezhan.

E bladennoù e-unan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

2001 : Rose Kennedy
2003 : Négatif
2005 : A l'origine
2007 : Trash yéyé
2009 : La Superbe
2012 : Vengeance 2017 : Palermo Hollywood.

Liammou diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy