Content-Length: 62504 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/Wonder_Nine

Wonder Nine - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Wonder Nine

Eus Wikipedia

Wonder Nine (Nav [milimetr] marvailhus) zo un droienn saoznek evit ober anv eus ar pistolennoù damaotomatek kambret e 9 mm Parabellum, pourvezet gant ur c'harger e kolonenn ha dezhe ur blatinenn daou-ober evit an tenn kentañ da nebeutañ, lakaet war ar marc'had adalek ar bloavezhioù 1970 ha 1980 evit ar braz anezhe.

Savet e voe an droienn gant ar skrivagner stadunanat Robert Shimek a oa arbennik war an armoù-tan, ha dont a reas da vezañ implijet-kenañ er c'helaouennoù war an danvez er bloavezhioù 1980 ha 1990. Merkañ a ra emdroadur an armoù-dorn er mare-se : a-raok e veze implijet revolverioù kambret e .38 Special pe .357 Magnum, izel o endalc'h, pe pistolennoù damaotomatek un-ober izel o dalc'had ivez evel ar Colt M1911 (7 kartouchenn en he c'harger). Er bloavezhioù 1970 e tegouezhas war ar marc'had pistolennoù damaotomatek daou-ober uheloc'h o dalc'had ha kambret e 9 × 19 mm. Priziet e voent muioc'h-mui gant an nerzhioù polis a-dreuz ar bed. Lesanvet e voent marvailhus abalamour d'o c'haliteoù nevez e-keñver armoù ar rummad kent.

Betek re a-wechoù ez eo bet implijet an droienn Wonder Nine e bruderezh ar saverien armoù-dorn, hag implijet e vez a-wechoù d'ober goap ouzh an embregerezhioù a implij gerioù pompadus evit deskrivañ armoù ha n'eo ket cheñchet don o mont en-dro abaoe deroù an Patrom:XXVet kantved.[1] Dizemglev zo war ar mod da renkañ ar pistolennoù savet o framm e polimer evel ar Glock 17 hag e adstummoù : troiennoù evel Plastic fantastics pe Polymer Wonders zo bet ijinet evite.[2]

E-touez ar Wonder Nines e c'haller menegiñ an Heckler & Koch VP70 (1970), ar Smith & Wesson Model 59 (1971), ar CZ-75 (1975), ar Star Model 28 (1975), ar Beretta 92 (1976), ar Steyr GB (1981), ar Glock 17 (1982), an FN HP DA (1982), ar SIG Sauer P226 (1984), ar Ruger P85 (1985), ar Walther P88 (1988), an IWI Jericho 941 (1990), ar Vektor SP1 (1992), an Heckler & Koch USP (1993), ar Bersa Thunder 9 (1994), ar Walther P99 (1997) pe ar Steyr M (1999).

  1. PRITCHETT Neal, The Wonder nine invasion war ar blog NotPurfect (lennet d'an 13/02/2024)
  2. SODOFSKY Christopher, The Rise of the Wonder Nine war ShootingIllustrated.com, 20/03/2023 (lennet d'an 13/02/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/Wonder_Nine

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy