Content-Length: 68977 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/Borchardt_C93

Borchardt C93 - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Borchardt C93

Eus Wikipedia
Borchardt C93
Skeudenn ar pennad Borchardt C93

Borchardt C93
Kinnig
Bro Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh Alaman
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, kulasenn-c'hlin
Munisionoù 7,65 × 25 mm Borchardt
Produer Ludwig Loewe & Company
Mare produiñ 1893-1902
Niver produet 3.100
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 1,160 kg
Hirder 355 mm
Hirder ar c'hanol 195 mm
Perzhioù all
Tizh o vont e-maez 390 m/s
Endalc'h Karger-fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Borchardt C93 eo ar bistolenn damaotomatek kentañ graet berzh ganti e dibenn an XIXvet kantved. Produet eo bet etre 1893 ha 1902 en Impalaeriezh Alaman.

Savet e oa bet ar C93 gant an ijinour alaman Hugo Borchardt, a laboure evit an embregerezh Ludwig Loewe & Co. Sevel a reas ur bistolenn dezhi ur c'harger modern ijinet gant ar Stadunanad James Paris Lee. Ober a rae gant ur sistem kulasenn dezhi ur glin, a voe kavet war armoù all evel al Luger P08 diwezhatoc'h. Ar munision 7,65 × 25 mm a voe ijinet eviti. Ne oa ket ar bistolenn damaotomatek kentañ en Istor da vat, met ar c'harger fiñv en dornikell, bouton-skarzhañ ar c'harger war an tu kleiz hag ar bouton-surentez a c'halled implijout gant e viz-meud a zo holl fonksionoù standart ar pistolennoù damaotomatek a-vremañ. Ul lamm a c'halled stagañ ouzh dornikell ar C93 da dreuzfurmiñ anezhi e karabinenn[1].

Amprouet e voe ar C93 gant armeoù Suis ha Stadoù-Unanet Amerika, met ne voe ket dibabet evel arm standart gante. Daoust d'an niver izel produet (war-dro 3.100) e verkas istor an armoù-tan. Georg Luger a voe goulennet gantañ modernizaat ar C93. Ar P08, pistolenn standart an arme alaman e deroù an XXvet kantved, a voe ganet diwar e labour.

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 68
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/Borchardt_C93

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy