Content-Length: 75458 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/Apache_(arm-dorn)

Apache (arm-dorn) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Apache (arm-dorn)

Eus Wikipedia

Apache (arm-dorn)
Skeudenn ar pennad Apache (arm-dorn)

Ur revolver Apache savet gant Louis Dolne-Bar e Liège e 1875
Kinnig
Bro orin Banniel Belgia Belgia
Doare Revolver daou-ober nemetken hep kanol ebet, pourveziet gant kartouchennoù brochennet
Kalibroù 7 mm Lefaucheux
5 mm Lefaucheux
Saver Louis Dolne (patromoù (kentañ), bet kopiet gant kalz atalieroù e Liège
Mare krouidigezh 1869 - 1870
Mare produiñ 1870 - dibenn an XIXvet kantved
Pouez ha muzulioù (arm produet gant Dolne-Bar)
Pouez 0,385 kg
Hirder (pleget) 105 mm
Hirder (dibleget) 200 mm
Perzhioù teknikel
Mont en-dro Revolver daou-ober nemetken, dezhañ ur gontell hag un dorn amerikan
Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall ?

An Apache zo un doare armoù-dorn produet e dibenn an XIXvet kantved, dezhe un daboulin kambret evit kartouchennoù brochennet, un dorn amerikan hag ur vaionetez vihan plegus[1].

An Apache kentañ a voe brevedet gant Louis Dolne-Bar, armeurer e Liège (Belgia) e 1869 ha 1870[2]. N'eus kanol ebet dezhañ. Ar boledoù a vez tennet eus ar gambr war-eeun[3]. Implijout a ra kartouchennoù brochennet 7 mm. An dornell a zo un dorn amerikan plegus. E penn all an arm e kaver ur gontell, hag a c'haller plegañ ivez. An draen daou-ober nemetken n'eo ket gwarezet gant pontig ebet.

Un ''Apache'' doare Delhaxhe

Kopiet e voe kalzig an arm e atalieroù Liège ha Belgia e dibenn an XIXvet kantved. Stummoù gall a gaver ivez. An hini brudetañ anezhe eo an Apache Delhaxhe, savet diwar ar memes patrom met kambret evit kartouchennoù 6 mm[1].

Un arm-tan diresis eo, met efedus eo da hedoù-tenn berr-tre. Aes eo da guzhat en ur c'hodell. Savet eo bet evit an emgannoù-straed[3]. Implijet e vije bet gant gangoù gall e dibenn an XIXvet ha deroù an XXvet evel an Apaches e Pariz[4].

  1. 1,0 ha1,1 (en) MC COLLUM Ian, Delhaxhe “Apache”: The Other French Knife-Knuckle-Gun, Forgotten Weapons, 17/01/2022 (lennet d'an 13/09/2024)
  2. (en) DOLNE (Apache) war Littlegun.be (lennet d'an 13/09/2024)
  3. 3,0 ha3,1 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 63
  4. (fr) Les armes des apaches parisiens war Gang de Paris, 08/02/2021 (lennet d'an 13/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/Apache_(arm-dorn)

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy