Mont d’an endalc’had

Hippolytos (mab Theseüs)

Eus Wikipedia
Ur pennad Hippolytos zo ivez.
Marv Hippolytos, gant Jean-Baptiste Lemoyne (1679–1731), Mirdi al Louvre.
Phèdre et Hippolyte, gant Pierre-Narcisse Guérin, 1802, Mirdi al Louvre.
The Death of Hippolytus, gant Lawrence Alma-Tadema (1836–1912).
Marelladur

Hippolytos (henc'hresianeg Ἱππόλυτος), a oa mab Theseüs, roue Aten, hag Antiope, rouanez an Amazonezed, e gwengelouriezh Hellaz. Pa voe ganet e voe roet da sevel d'e vamm-gozh Aithra, merc'h da b-Pittheüs, roue Troizen, e-keit-se ez eas Theseüs da zimeziñ da Faidra.

Hemolc'her ampart e oa, azeuler Artemis, doueez an hemolc'h, ha karrvleiner. Fae a rae war ar merc'hed. Afrodite avat a oa gwarizi enni abalamour d'e azeulerezh ha d'ar fae a rae warni, ma reas he soñj ober droug dezhañ, ha setu penaos e troas sot Faidra, pried e dad Theseüs, gant he mab-kaer Hippolytos. Fae war Faidra a reas ivez. Hag ar vamm-gaer d'en em lazhañ. Met leuskel a reas ul lizher war he lerc'h, hag ennañ e tamalle d'ar paotr yaouank bezañ klasket he gwallañ.

Ha Theseüs neuze, droug ennañ, da c'hervel e dad, Poseidon, doue ar mor, da gastizañ e vab Hippolytos.

Un deiz ma oa Hippolytos o vleinañ e garr, da vont d'an harlu, a-hed an aod e biojoù Troizen, setu un euzhvil, hanter naer hanter tarv, o tont eus ar mor da spontañ e gezeg. Hag int da vont d'ar pevarlamm, ar c'harr da vont war e c'henoù, ha lazhet ar paotr yaouank.

Un tamm diwezhatoc'h e klevas Theseüs ar wirionez gant Artemis, ha honnezh a roas buhez en-dro d'e vab, gant skoazell an doue Asklepios. Hippolytos ne fellas ket dezhañ chom gant e dad. Kuzhet e voe gant Artemis en ur c'hoad sakr en Italia, lakaet da zimeziñ da Arikia, kemmet e anv e Virbius (« den div wech ») ha difennet ouzh ar c'hezeg tostaat ouzh an neved.

Roue e teuas da vezañ e Latium, nepell diouzh lenn Nemi, hag evel-just ec'h aozas kehelerezh da Artemis, pe Diana Aricina.

An intañv Theseüs a glaskas ur wreg all, a ouenn uhel, ha kement hag ober e tibabas ur verc'h da Zeus.

pFad - Phonifier reborn

Pfad - The Proxy pFad of © 2024 Garber Painting. All rights reserved.

Note: This service is not intended for secure transactions such as banking, social media, email, or purchasing. Use at your own risk. We assume no liability whatsoever for broken pages.


Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy