Content-Length: 79324 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Pri%C3%B1selezh_Schwarzburg-Rudolstadt

Priñselezh Schwarzburg-Rudolstadt - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Priñselezh Schwarzburg-Rudolstadt

Eus Wikipedia
Kartenn
Kartenn eus Thüringen e 1905, ha Priñselezh Schwarzburg-Rudolstadt e louet-teñval.

Priñselezh Schwarzburg-Rudolstadt a oa ur stad alaman en Impalaeriezh Santel, e Kengevread ar Roen, er C'hengevread alaman, hag en Impalaeriezh alaman.

C'hoarvezout a rae ar briñselezh eus rannidigezh Kontelezh Schwartzburg e 1599. Goude marv ar c'hont Günther XL e voe rannet ar gontelezh entre an daou vab. D'ar yaouankañ, Albert VII, e tegouezhas 'Schwarzburg-Rudolstadt, ha d'an henañ, Johann Günther von Schwarzburg-Sondershausen e tegouezhas Schwarzburg-Sondershausen, uhelaet da briñselezhioù en 1697.

Da gentañ edo ar gêr-benn e Schwarzburg, pan edo kastell an tiegezh eno, met goude e voe lakaet e Rudolstadt. En 1905 e oa d'ar briñselezh ur gorread a 940 km2 ha kement ha 97 000 a dud o chom enni.

En 1906, pa ne oa pennhêr ebet d'ar skourr Sondershausen e voe unanet an div stad, hag anvet priñselezh Schwarzburg. E 1918 e teuas da vout ur republik . E 1920 e voe ebarzhet e Stad Dieub Thüringen.









ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Pri%C3%B1selezh_Schwarzburg-Rudolstadt

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy