Content-Length: 73761 | pFad | http://br.wikipedia.org/wiki/MAS-36

MAS 36 - Wikipedia Mont d’an endalc’had

MAS 36

Eus Wikipedia
(Adkaset eus MAS-36)
Fusil à répétition 7,5 mm Modèle 36
Skeudenn ar pennad MAS 36

Ur fuzuilh MAS 36
Kinnig
Bro Frañs Frañs
Mont en-dro Fuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,5 × 54 mm 1929C
.22 Long Rifle (evit pleustriñ)
Produer Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Mare implij 1936 – 1967 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,720 kg
Mas (karget) 3,850 kg
Mas (karget, gant he baionetez) 4,020 kg
Hirder 1.020 mm (1.290 mm gant he baionetez)
Hirder ar c'hanol 575 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 200 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 850 m/s
Endalc'h 5 + 1 gartouchenn (karger diabarzh pourveziet gant laonennoù-kargañ 5 kartouchenn, ur gartouchenn ouzhpenn er gambr)
Lezenn
Rummad e Frañs C

Ar MAS 36, anvet ivez MAS Modèle 36 pe Fusil à répétition 7,5 mm Mle. 36 hervez an arme c'hall, zo ur fuzuilh tennata dre vorailh[1] produet er Manufacture d'Armes de Saint-Étienne. Implijet eo bet e brezelioù eus fin ar bloavezhioù 1930 betek trede kard an XXvet kantved.

E 1912 e voe divizet pourvezañ an arme c'hall gant fuzuilhoù damatomatek evit kemer plas ar fuzuilhoù Lebel savet e 1886 hag armoù ar sistem Berthier 07/15 M16 ha 1892 M16. Ar Brezel-bed Kentañ a lakaas un harz war ar programm, ha daleet e voe goude abalamour d'ur vank a arc'hant. E deroù ar bloavezhioù 1930 e voe ijinet ar fuzuilh nevez-mañ hepken, ha hi gouest da zegemer ur banner-greunadennoù Viven-Bessière[2]. Savet e voe tro-dro d'ar c'hartouchennoù 7,5 × 54 mm a veze implijet dija er fuzuilh-vindrailher FM 24/29 evit aesaat pourveziañ an arme[1]. Ur 60 bennak a bezhioù a ya d'ober an arm[2].

Degemeret e voe an arm nevez e 1936 e armeoù Frañs. Implijet e voe un tamm adalek an Eil Brezel-bed (63.000 skouerenn pourveziet d'an arme e 1940 nemetken)[3] ha dreist-holl goude, e-kerzh Brezel Indez-Sina, Brezel Aljeria ha betek Brezel Viêt Nam.

Un adstumm kambret e .22 Long Rifle a voe produet e 1942 evit pleustradegoù-tennañ nerzhioù renad Vichy. Adstummoù all (MAS 36 LG 48 pe MAS 36/51) a voe savet goude ar brezel evit bezañ implijet evel bannerezed-greunadennoù[2].

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 134-135
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) BREUVART Pierre, Le MAS 36, e Cibles n°651, miz Gwengolo 2024, pp. 28-32
  3. (fr) Le fusil de 7,5 mm Modèle 1936 war al lec'hienn ArmesFrancaises.free.fr (lennet d'ar 04/02/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan








ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: http://br.wikipedia.org/wiki/MAS-36

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy