Content-Length: 89410 | pFad | https://br.wikipedia.org/wiki/Koumin

Koumin - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Koumin

Eus Wikipedia

Koumin (Cuminum cyminum) zo plant eus kerentiad an Apiaceae, a gresk er broioù zo etre ar Mor Kreizdouar hag India. Kreskiñ a ra ar plant-se betek tapout 50 cm uhelder hag eostet e vezont gant an dorn.

Dont a ra ar ger brezhonek koumin eus ar galleg cumin, amprestet e-unan digant an arabeg "كمون" (kammon) dre ar spagnoleg comino, en amzer ma oa renet Spagn gant Arabed. Er c'h-Catholicon e kaver ar stumm "comin", hag e geriadur Gregor Rostren ar stumm "coumin".

Koumin a reer ivez eus had disec'het ar plant Cuminum cyminum, zo kar d'ar perisilh. Implijet e vezont da spis abalamour d'o frond dibar, e meuzioù zo eus Norzhafrika, ar Reter-Nesañ, India, Mec'hiko.









ApplySandwichStrip

pFad - (p)hone/(F)rame/(a)nonymizer/(d)eclutterfier!      Saves Data!


--- a PPN by Garber Painting Akron. With Image Size Reduction included!

Fetched URL: https://br.wikipedia.org/wiki/Koumin

Alternative Proxies:

Alternative Proxy

pFad Proxy

pFad v3 Proxy

pFad v4 Proxy